Delioù kouezhet

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Sources are peculiar to each text.
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Further details
Kroaz ar Vretoned, 07/12/1919
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

    war don Luskell ha glac’har

Ar plac’hig, en noz-se, a yeas c’hoazh da vale
     Dindan ar c’hoad, ouzh sklêrijenn al loar,
     Evit gouelañ d’an delioù a gouezhe d’an douar...

Hag an delioù, ivez, ouzh ar verc’hig a ouele :
     Pa zispakent, gant miz mae ha glizhenn,
     He c’halon a zigore, splann evel ur rozenn ;

Evel ur rozennig, ur rozennig a c’hwezh-vat,
     C’hoantaet kalz diseblant un devezh
     Ha karet, e gwirionez, karet da-c’houdevezh.

« Ha perak, emezi, n’hall ket ar garantez pad ?
      » Daou zen yaouank, p’o deus en em ouestlet,
      » A dlefe gallout bevañ hep bezañ trubuilhet...

» Ma-unanig bremañ, me a soñj gant poan-spered,
      » Pa zistone ma mouezh beure ha noz
      » E-barzh traonienn ha menez, e-barzh lanneg ha roz.

» D’ar c’houlz-se, ma c’hredit, me a vousc’hoarzhe bepred ;
      » Me a gare ha ne c’houl’en netra :
      » Karout ha bezañ karet... gwellat da beadra !

» Ha pebezh rann-galon distreiñ war ma buhegezh !
      » Huñvre garet, huñvre ma ugent vloaz,
      » O ! perak ober din-me ken dourek-all gouelañ ?

» An delioù o vervel, krisat heñvelidigezh
      » Gant pep huñvre graet ganin-me gwechall,
      » Pa oa dinec’h ma spered, ma c’halon didamall !

» Devezhioù kaer-meurbet, komzoù roet hep distro,
      » Nac’het ’oc’h bet holl a bep eil ganin,
      » Me a garfe ho kavout... ha ne dalve mui din !

» Bezit, bezit, mar plij, bezit evidon marv :
      » Pa valein, mantret gant kalonad,
      » Na glemmit ket, me ho ped, evel delioù ar c’hoad.

» Rak, pa glevan amañ un deliennig hepken,
      » E seblant din gouzañv ar rebechoù
      » A red din gwech hag amzer, ha stankoc’h a-wechoù.

» Me, gwechall ken seder, a hirvoudo da viken :
      » Tudoù yaouank, dalc’hit en an’ Doue,
      » Dalc’hit start d’ar ger roet, dalc’hit start war ma feiz ! »