Delioù kouezhet

Genre
Poésie
Langue
Breton
Source
Les sources sont particulières à chaque texte
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Précisions
Kroaz ar Vretoned, 07/12/1919
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

    war don Luskell ha glac’har

Ar plac’hig, en noz-se, a yeas c’hoazh da vale
     Dindan ar c’hoad, ouzh sklêrijenn al loar,
     Evit gouelañ d’an delioù a gouezhe d’an douar...

Hag an delioù, ivez, ouzh ar verc’hig a ouele :
     Pa zispakent, gant miz mae ha glizhenn,
     He c’halon a zigore, splann evel ur rozenn ;

Evel ur rozennig, ur rozennig a c’hwezh-vat,
     C’hoantaet kalz diseblant un devezh
     Ha karet, e gwirionez, karet da-c’houdevezh.

« Ha perak, emezi, n’hall ket ar garantez pad ?
     Daou zen yaouank, p’o deus en em ouestlet,
     A dlefe gallout bevañ hep bezañ trubuilhet...

Ma-unanig brema én, me a soñj gant poan-spered,
     Pa zistone ma mouezh beure ha noz
     E-barzh traonienn ha menez, e-barzh lanneg ha roz.

D’ar c’houlz-se, ma c’hredit, me a vousc’hoarzhe bepred ;
     Me a gare ha ne c’houl’en netra :
     Karout ha bezañ karet... gwellat da beadra !

Ha pebezh rann-galon distreiñ war ma buhegezh !
     Huñvre garet, huñvre ma ugent vloaz,
     O ! perak ober din-me ken dourek-all gouelañ ?

An delioù o vervel, krisat heñvelidigezh
     Gant pep huñvre graet ganin-me gwechall,
     Pa oa dinec’h ma spered, ma c’halon didamall !

Devezhioù kaer-meurbet, komzoù roet hep distro,
     Nac’het ’oc’h bet holl a bep eil ganin,
     Me a garfe ho kavout... ha ne dalve mui din !

Bezit, bezit, mar plij, bezit evidon marv :
     Pa valein, mantret gant kalonad,
     Na glemmit ket, me ho ped, evel delioù ar c’hoad.

Rak, pa glevan amañ un deliennig hepken,
     E seblant din gouzañv ar rebechoù
     A red din gwech hag amzer, ha stankoc’h a-wechoù.

Me, gwechall ken seder, a hirvoudo da viken :
     Tudoù yaouank, dalc’hit en an’ Doue,
     Dalc’hit start d’ar ger roet, dalc’hit start war ma feiz ! »