Buhegezh vruzunet !

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Sklêrijennoù
Kroaz ar Vretoned, 22/03/1914
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

    da’m c’helenner mat, an aotroù Moulinet

Paourkaezh tud diskiant ! a lâren kounnaret,
O kuitaat, an deiz-se, bered ar gêr bihan ;
Penaos e c’hall an den, p’en deus kalon mantret,
Miret en e spered soñjezonoù pagan ?

Hag e tec’hen poaniet, hag e nijen da’m bro,
(E-lec’h m’emañ ar Feiz, gwasket da vat, pelloc’h !)
Enni c’hoazh, koulskoude, e seller ar Marv
Evel un nor digor war ur vuhez welloc’h...

En hon beredoù-ni, ne weler ket sevel
Bernioù pounner a vein war an dud douaret ;
Ne weler ket ivez – ouzh ur mallozh heñvel –
O vont war-zu an Neñv ar peulvanoù torret.

Peulvan torret a zo « buhegezh vruzunet » :
Bugelig bet falc’het e-kreiz nerzh ha yec’hed ;
Yaouankiz diskaret a-raok bezañ kanet
Ar garantez a rae de’i kement a sec’hed.

Buhegezh vruzunet !... Na pebezh komzoù gouez,
Nag eo poanius klevet tud sod o vallozhiñ !
Daoust na n’omp ket amañ etre daouarn Doue,
A wel reizh hon buhez hag a bouez anezhi ?

Kriz mat eo, a-dra-sur, hervez spered ar bed,
Stouiñ war ur pried, a c’hoantae kozhañ,
Ha kalet eo ivez, ha glac’harus-meurbet,
Gwelet ur plac’h yaouank er bez don o kouezhañ...

Arabat, evit-se, lavaret, koulskoude,
Ha nebeutoc’h diskouez ha skrivañ er vered,
Ez eus buhegezhioù bruzunet da greisteiz
Pa gontent, gant an noz, gwelet c’hoazh ar stered.

Ar bed a zo d’an den un draonienn a drubuilh,
E-lec’h ma tle poanial, poanial d’en em salviñ ;
Nag e vernfe amañ a bep seurt madoù puilh,
Gounid kaer !... Mar rank mont d’an ifern da deviñ !

Setu perak Doue, pa wel a bep amzer,
En em gollfe kalz gant buhez hir, plijadur,
O c’has gantañ pa gar, hep degas deomp lizher :
Doue a zo « Tad mat » evit e grouadur.

Ezhomm a ve ouzhpenn, e liorzh an Aotroù,
Bleunioù* a c’hwezh-vat, a c’hlanded, a furnezh,    [bleunïou]
Doue o c’hemer c’hoazh, tra ma skuilhomp daeroù :
Ne c’houl’ ket o gwelet e-barzh nep dienez.

Ha, pa degouezh, abred evit gwir, ar marv,
Daoust ha n’eo ket ur vad evit meur a ene ?
Ar c’himiad, me hen goar, a zo kriz ha garv,
Ar re a chom war-lerc’h a ve glac’har enne...

Ha goude ! Gwell eo c’hoazh kant mil gwech, me a gred,
Gwelet ur c’hrouadur falc’het a-raok an hañv,
Ha heuilh, en ur ouelañ, e arched d’ar vered,
Eget hen gwelet fall, da degouezho ar goañv !

Piv a oar ? marteze... ha, hep mar, sur a-walc’h,
Ar bugel a leñved war e varv bremañ
En dije ho laket da c’harmiñ, ya ho kwalc’h !
En ur chom da ruilhal koshoc’h dre ar bed-mañ.

Ha piv a lâro deoc’h n’ho pije ket ivez
Gant alioù diboell argollet anezhañ,
Peotramant, hep soñjal, gant ho skouerioù difeiz,
Laket gwall bounnerik ar vuhegezh dezhañ ?

Perak en em sevel ivez, ozhac’h direizh,
Ha mallozhiñ Doue war bez da wreg tec’het ?
Ankouaz a ret* eta ne oa c’hoant en ez kreiz    [?]
Nemet d’he derc’hel, ael, eveldout er pec’hed ?

N’eo ket chomet ganit, na lezet war he lerc’h,
A-drugarez Doue, bugale da sevel ;
War hon zammig douar, hi oa ar wellañ merc’h,
Te, ar fallañ lampon... Mad he deus graet mervel !

C’hoazh ur wech, war ar bed, ez omp etre daouarn
Hon C’hrouer hag hon Mestr : ni a zo holl e dra ;
Gwelloc’h evidomp kalz Eñ a oar hon gouarn,
Dirak e vadelezh tavomp ; ned omp netra !

Setu aze perak n’eus ket ur vuhegezh,
Ur vuhegezh hepken a vefe bruzunet ;
Pep unan en deus bet e damm galvedigezh ;
Pa c’hourc’hemenn ar Mestr, eo ret dezhañ monet...

A-dreñv din, a-dreñv, ar peulvanoù torret !
A-dreñv an dud fallakr n’o deus mui a gredenn !
War bez ar Re Varv kroaz hon Salver karet,
A brenas gant e wad silvidigezh an den !

Ur groaz, forzh pegen paour, war ar « Re n’emaint ken »,
Ur groaz da lâret d’e ned int ket dilezet,
Ur groaz evit harpañ hon glac’har, hon anken,
Ur groaz – ho kroaz, Jezuz ! – ma vefomp frealzet !

En hon beredoù-ni eo kevanus bale,
Eñvor an Anaon a garg Lec’h-an-Diskuizh ;
Ouzh troad ur bez kristen eo brav pediñ, dale,
Pa gouezh taol ar c’hlaz noz eus lein tour an iliz...

    2 c’hwevrer 1914