Bevet ar Varzhed !

Genre
Poésie
Langue
Breton
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Précisions
Kroaz ar Vretoned, 24/02/1907
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

     war don : Sav, Breizh-Izel

O ma Breizh-Izel, ma Mamm-bro garet,
Eveldout ur vro all n’eus ket !
Evel da Varzhed n’eus ket bugale !
O bez eta lorc’hus gante...
Kanañ a ra an holl dre ar bed :
Bevet ar Varzhed, bevet ar Varzhed !

A-dalek ar penn kentañ da amzer,
War da zouar ar Varzhed taer
A gemere lod en ez levenez,
Hag a ouele war da enkrez ;
Ar Barzh ha Breizh a gerzh a-gevret :
Bevet ar Varzhed, bevet ar Varzhed !

En ez koadoù don en amzer gozh-gozh,
Ar Varzhed bemdez ha bemnoz,
A roe kentel hag a gelenne
Ar Breizhad war ar Wirionez ;
Breizhiz a zo tud a lealded,
Bevet ar Varzhed, bevet ar Varzhed !

Ar Varzhed a zo dimeus o bro Breizh,
Skeudenn ar gizioù fur ha reizh,
War gerden o zelenn, en ur ganañ,
Ene Breizh-Izel a drida...
D’o mouezh entanet an holl a zered :
Bevet ar Varzhed, bevet ar Varzhed !

Pa waske Kezar hag ar Gall Arvor,
Pa dreuze ar Saozon ar mor,
E taole neuze an delennourien
War bep menez o galvadenn ;
– War-sav, war-sav ! A-raok Bretoned,
» Bevet ar Varzhed, bevet ar Varzhed ! »

Ouzh son an delenn e-kreiz an argad,
Arvoriz a skuilhe o gwad ;
Klevet e vijent spontus o yudal :
– D’ar gwasker, torr-e-benn raktal,
» Ar c’horn-boud ar’m* zo skiltrus-meurbet...    [arem]
» Bevet ar Varzhed, bevet ar Varzhed ! »

’Dreuz d’ar c’hantvedoù betek fin ar bed,
Tra vo dre-amañ Bretoned,
Merzhin hag Arzhur, Gwenc’hlan ha Riwall
A rey d’o mibien ’vel gwechall,
Nerzh o c’halon, tan sakr o spered...
Bevet ar Varzhed, bevet ar Varzhed !

Daouste da bep tra ar Barzh a vezo
Un difennour feal d’e Vro :
En despet d’an holl, da c’hoant e galon,
E harpo ar Frankiz, hep aon,
E taolo : ar Gwir ’enep d’ar Bed !
Bevet ar Varzhed, bevet ar Varzhed !

E-lec’h ’vo trubuilh, poan-spered, anken,
E-lec’h ma vo an dud laouen,
E teuio ar Barzh, den madelezhus,
Da zistan pep glac’har mantrus,
Ha da greskiñ an evurusted,
Bevet ar Varzhed, bevet ar Varzhed !

Hep ar Varzhed vat, yezh kaer Breizh-Izel
A deufe, siwazh ! da vervel ;
Deus ar marv e c’hall bezañ dinec’h,
Bleuniañ a rey hirie ’vel dec’h...
Ar Brezhoneg a vevo bepred ;
Bevet ar Varzhed, bevet ar Varzhed !

Pa degouezh d’ur Barzh kousket war e erv,
Pa gouezh e gorf dindan an derv,
E krog ur Barzh all kerkent ’n e delenn,
Hag e stenn start de’i he c’herden,
Da ganañ nerzhusoc’h d’ar C’helted :
Bevet ar Varzhed, bevet ar Varzhed !

Tra ma vo Barzhed e-barzh ar vro-mañ,
Ar Vretoned ’vo ar gwellañ,
Ar galloudusañ e-touez ar pobloù,
Ar furañ e-touez an dudoù !
Tud a gredenn start, pennoù kalet,
Bevet ar Varzhed, bevet ar Varzhed !