III pennad

Genre
Théâtre
Langue
Breton
Source
Paris, Maurice Le Dault, 1905
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

ARZHUR, GWEZENOG

GWEZENOG
Demat, va Duk yaouank !

ARZHUR gant levenez, en ur bokat d’an eskob
                                            Ha deoc’h, va mestr karet !
Ar stad a zo ennon n’oufe den lavaret
Azezit dirakon aze,

Hag e azezont

                                ma welin mat
O sklêrijennañ c’hoazh e don ho taoulagad
Skeud an amzer eürus, skeud an devezhioù pell
Ma vijen diwallet, ’vel dindan divaskell,
Etre daou vestr ken mat hag ur vamm ken tener !
Adarre ’meus ezhomm ac’hanoc’h da rener,
Eskob santel.

GWEZENOG
                        Oh ! ya, va mabig, erru eo
Evidoc’h ar gwashañ krogad zo er vuhez :
N’hoc’h eus ket betek-henn klevet c’hoazh o sevel
En-dro d’ho penn dinec’h mouezh kriz ar gwall avel.
C’hwi, daoust ma tispake pe koumoul pe arne[v],
’Vije gant ur vamm fur sachet eus dindane ;
E-lec’h bremañ, nijet hoc’h ael mat d’ar bed all,
E kresk ar gorventenn en-dro deoc’h da yudal.

ARZHUR
Gwir e larit, va zad : rak me a sant ivez
Ur spont evel dirak un islonk dian’vez.
Kaout a ra din ez an bremaik dreist ur wazh don,
Ha ne vo war va c’hiz distro ’bet evidon.

GWEZENOG
Me ’soñj emañ, Arzhur, a bep tu d’ar wazh-se
Ar peoc’h hag ar brezel : gwelet am eus aze
Daou varc’heg, daou estren, hag e oa, a gredan,
Mantelloù bras gante hag ar brezel dindan.

ARZHUR
Ya, va zad : deut a oant da glask harp digant Breizh
’Enep d’ar roue Yann, va eontr fall ha direizh,
Hag en deus nevez zo laeret e zanvez-gwreg
Da Hugez Lusignan, den eeun ha kalonek.
Lâret am eus dirak va gwellañ baroned
E kavje Lusignan skoazell ar Vretoned.
War an hevelep tro ’soñjan digas d’ar gêr
Herezh  Jafrez va zad, hag ar gurunenn gaer
A dle dre wir Doue lugerniñ war va zal.
A-du ganin emañ Fulup, roue Bro-C’hall,
Hag e fell din monet d’e gaout warc’hoazh kentañ
’Vit displegañ va c’hlemm ha n’em glevet gantañ.

GWEZENOG
Ra vo Doue ganeoc’h ivez, va faotrig kaezh !
Hen ’zalc’h en e c’halloud kement pinvidigezh,
Kement braster a luc’h dindan bolz an neñvoù
E-giz tud dall e kas a’nomp dre an hentoù
A oar a dle bezañ talvoudus d’hon ene.
Astennet e zaouarn war-benn ar rouanez,
Alies e ro de’, ’vel d’e vrasañ mibien,
Ar pounnerañ kroazoù er bed-mañ da zougen.
C’hwi, va friñs, a zo gouestl evit pep stourmadeg :
’N ho kwazhied e red gwad un tad galloudek,
An nerzhusañ marc’heg zo bet en hon amzer ;
Ha d’argadiñ ho peus studiet ho micher
Gant Alanig Dinan, ur Breizhad gwevn ha start
Hag a drec’has zoken war hoc’h eontr bras Richard.
War an dachenn vrezel e vefoc’h ur paotr kreñv
Desket pep tra gantañ nemet ar souz a-dreñv.
Hogen, un emgann all a zegouezh da bep den
’Enep d’e youloù fall, ’enep d’ar blanedenn
Ha da gement anken a zigas deomp Doue,
Frouezh c’hwerv diwanet war gwezenn ar vuhez.
Enno c’hoazh ’oc’h bet a-vihan kelennet
Gant an Dukez Koñstañs…

ARZHUR
                                             Ha gant eskob Gwened.
Biken ankouaiñ na rin, va mestr, ar gentelioù
’Peus roet din ho-taou, dreist-holl dre ho skouerioù.
Va mamm ha c’hwi hoc’h eus ennon garanet* don    [gravé e galleg]
Lezenn vras an dever, lezenn gaer ar pardon :
Forzh petra ankenius c’hall erruout ganin,
Gouzañv a rin pep poan, pep droug a bardonin ;
Ha, daoust d’an huñvreoù teñval ’sav em spered,
Mar ne ven ket eürus, didamall ’vin bepred.
Ha bremañ, tad karet, astennit ’us da’m fenn
Ho torn santel, a oar bennigañ ha difenn,
Evit reiñ din ’enep da grister ar vuhez
An nerzh dispar kuzhet dindan bennozh Doue.

Hag e taoulin dirak an eskob.

GWEZENOG en ur vennigañ Arzhur
Ra tiskenno warnoc’h bennozh ar gwir aotroù,
Emañ ’tre e zaouarn ar vuhez, ar marv,
Ar c’hañv, al levenez, an eurvad hag ar boan[.]
Kerzhit, stourmer kristen, direbech ha dizoan :
Ganeoc’h emañ ar Gwir, an Eeun, al Lealded.
Doue da reiñ an trec’h deoc’h ha d’ho soudarded !

ARZHUR en ur sevel
Trugarez deoc’h, va zad : ho komz hag ho pennozh
O deus digaset din sklêrder e-kreiz va noz.
A-zioc’h va fenn e par bremañ ur steredenn
Hag e c’han nerzhusoc’h war hent ar blanedenn.

GWEZENOG
Kenavo ’ta, va friñs, ha pedit a-wechoù
’Vit ho mestr kozh e vo ganeoc’h e holl soñjoù.

ARZHUR en ur bokat dezhañ
Kenavo, tad santel, be’t c’hoazh trugarekaet
Evit an nerzh kalon hoc’h eus ennon lakaet !