II pennad

Genre
Théâtre
Langue
Breton
Source
Paris, Maurice Le Dault, 1905
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

AN HEVELEP RE, DAOU VARC’HEG OUZHPENN

An daou-mañ a bleg izel o fennoù en ur antreal, Arzhur hag e varoned a salut ane’ deus ar memes doare.

KENTAÑ MARC’HEG
Demat deoc’h, duk Arzhur, diganeomp hon-unan
Ha digant hon aotroù Hugez a Lusignan.

ARZHUR
Demat deoc’h, marc’heien ; gant stad ha gant enor
Ho tegemer Arzhur war douar an Arvor.
Penaos ’ta ’mañ ar bed du-se gant hoc’h aotroù ?

EIL MARC’HEG
’Vit ar c’horf, aotroù Duk, ez a mat sur en-dro,
Met e galon zo klañv gant ar gwashañ kleñved
Ha fleurenn e eurvad da virviken gweñvet.

ARZHUR
Bet a oa un tamm kaoz, ’gav din, deus e eured ?

EIL MARC’HEG
Ya, met ar blanedenn, prim, da gouezhañ bepred
War an neb ’ve eürus ha mad an traoù gantañ,
En em gavas en koulz.
                                        Ur plac’h deus ar c’hoantañ,
Deus ar pinvidikañ ’touez ar re zo ganet,
Savet a oa an deiz, ar pedennoù oa graet,
Hag, evit ma vije lidusoc’h an eured,
Etre ar varc’heien lakaet ur stourm-c’hoari.
Met un den ’erruas, boazet da dreitouri,
A ginnigas un tron ’barzh an amzer da zont,
Hag ar plac’h, aotroù Duk, a droas gant hoc’h eontr.
Rak, anavet ho peus, me ’gred, Yann Dizouar ?

ARZHUR
Ya, siwazh ! re vuan : barrek e oa, me ’oar,
Da laerezh d’egile dimezell pe itron
’Vel ma laeras din-me rouantelezh ha tron.
Pe anv eo ar plac’h ?

EIL MARC’HEG
                                     Izabel Añgoulem.

ARZHUR
Hag ar c’hont d’ar Roue n’en deus ket douget klemm ?

KENTAÑ MARC’HEG
Graet en deus, aotroù Duk ; kerkent, bras e gounnar,
Ar Roue ’neus lakaet gervel Yann Dizouar,
O vezañ m’eo gwiraer en e rouantelezh,
Da zonet da respont deus e drubarderezh
Dirakañ ha dirak lez-varn an Daouzek Par.
Den ebet n’eo bet deut : divezh ha diegar,
Yann oa manet er gêr. Ha, peurleun ar boezell,
Fulup en deus dezhañ disklêriet ar brezel.

LEON
Ac’hanta ! gwell a se ! bec’h da ler ar Saozon !

GEMENE
Klezeier en avel, ha trompilhoù da son !

ARZHUR
Goustadik, va Breizhiz, n’em glevet a zo ret ;
Gwelloc’h eo deomp bale unanet ’vit abred.

EIL MARC’HEG
Dre du-mañ, aotroù Duk, e ver krog an armoù :
Lusignan zo war varc’h ; an Añjou, ar Poatou
A c’halv an duk Arzhur ’vel kannader an neñv ;
Neb a ve Breizh gantañ, zo sur da vezañ kreñv.

ARZHUR
Petra bennak e vank lod eus he bugale
Aet d’an Douar Santel, Breizh a vo hepdale
War sav evit difenn va gwirioù va-unan
Hag evit harpañ start Hugez a Lusignan.
Kaset e vo diouzhtu embannerien en-dro
Da c’hervel d’an argad pep den gouestl dre ar vro.
Me ’za warc’hoazh kentañ da gaout roue Bro C’hall,
Hag a deui war va c’hiz ken buan ha ma c’hall
Kezeg prim ha nerzhus dougen tud a galon,
Me ’gred roue Bro-Frañs na lezo ket a’non
Da zont d’ar gêr nemet gant tud ha gant arc’hant,
Goude hon defe ken ’met un daou pe dri c’hant
Deus e vrezelourien ken brudet dre ar bed,
E vo paotred Bro-Saoz ganeomp buan skubet.

ROHAN
Ni ’vo e berr amzer bodet hon stourmerien,
Ha, nag e ve Saozon stankoc’h evit merrien,
E kavfont da gotañ gant gwazed Breizh-Izel.

ARZHUR
Ra plijo gant Doue reiñ deomp holl e skoazell !

AR PEVAR BREZIHAD
Kenavo, aotroù Duk, ra vo laouen ho tro !

ARZHUR
Trugarez, va Breizhiz.

Ar pevar Breizhad kuit, en ur saludiñ an Duk hag an daou varc’heg.

KENTAÑ MARC’HEG
                                     Ni ’lâro d’hon aotroù
Pegen mat ’omp-ni bet amañ degemeret.

AN DAOU VARC’HEG a-unan
Kenavo, duk Arzhur, ra lugerno bepred
An eurvad war ho tal ha war ho tiv vuzell !

ARZHUR
Kenavo, marc’heien, war an dachenn vrezel !

An daou varc’heg e-maez en ur saludiñ ; Gwezenog a deu dre an tu all.