I pennad

Genre
Théâtre
Langue
Breton
Source
Paris, Maurice Le Dault, 1905
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

ARZHUR (16 vloaz), beskonted ROHAN ha LEON, aotrounez GEMENE ha ROSTRENN

ARZHUR
Azezit, aotrounez, mall am eus da glevet
Penaos emañ an traoù dre ar vro n’em gavet ?

BESKONT ROHAN oadet
Deus ho krad, aotroù Duk, e rafomp bremazon.
Hogen, mar omp-ni deut hon fevar da Roazhon,
Treuzet ganeomp stêrioù, menezioù, koadeier,
Hep dilam hon daouarn diwar hon c’hlezeier,
Eo dre ma felle deomp da gentañ ’n ho keñver
Pleal gant ar strishañ hag an dousañ dever.

Daoulinañ a reont o fevar dirak an Duk en ul lâret :

O FEVAR A-UNAN
Deoc’h-c’hwi, aotroù Arzhur, duk Breizh a berzh Doue,
E ouestlomp hon madoù, hon zud hag hon buhez,
Prest da skuilh evidoc’h, e peoc’h pe en argad,
Betek an diwezhañ beradenn eus hon gwad.

ARZHUR
Savit, aotrounez kaezh, savit prim alese,
Hag azezit amañ en-dro din.

Azezañ ’reont, hag eñ ivez.

                                                   Evel-se !
Ha bremañ kaozeomp evel gwir vignoned.
Anavout mat a ran pell zo va Bretoned ;
Goût ’ouzon pebezh harp ha pebezh karantez
En deus bet a-viskoazh o Duked digante ;
Dreist holl em eus klevet diwar-benn pevar den
O devoa d’ar Saozon roet ul lardadenn
E-kichen Karaez, tri bloaz zo tremenet :
An dud kalonek-se, hag o devoa tennet
Ul lodenn gaer a Vreizh eus daouarn an estren,
A oa Leon, Rohan, Gemene ha Rostrenn.

BESKONT LEON yaouank
Bez e oa, aotroù Duk, ganeomp kalz a re all ;
Ha kement a oamp holl, Breizhiz taer ha feal,
N’anavemp an deiz-se na buhez na marv,
Gant ma vije taolet ar bec’h diwar hon bro.

ARZHUR
Deut eo ho c’hoant da wir : hiriv, deus ma welan,
E c’hall hon Breizh karet ober un tenn alan.

ROSTRENN
Kaeroc’h c’hoazh, aotroù Duk : tremen a ra warni,
’Vel dreist ar bleuñv pa deu an heol da lugerniñ,
Ur c’hwezhadenn avel frealzus ha klouar ;
Mouezh an esper a sav eus donder hon douar,
A bign betek an oabl, betek ar volz glazur,
Hag an neñv a respont da Vreizh : « Bevet Arzhur ! »

AN TRI ALL A-UNAN
Bevet hon Duk Arzhur !

ARZHUR
                                       Met, siwazh ! aotrounez,
’Drek an heol alies ’ve kuzhet an arne[v].
Kaer am eus, ne c’hallan pellaat diwar va zro
Nag ar skeudoù teñval nag ar soñjoù c’hwerv :
Kement a bri, kement a wad, kement anken
A zo bet war va hent stlapet, ne gredan ken
E ve an eürusted bet krouet evidon.

GEMENE
Ur seurt komz, aotroù Duk, n’eo ket ur gomz breton :
Rak ur Breizhad, kalet e benn, nerzhus e vrec’h,
A dle stourm, enebiñ, ken ma n’em gavo trec’h
War e wall blanedenn.

ARZHUR
                                       Ya, goût ’ouzon e tle
Taol diwar e spered pep soñj du da vale,
Hag e taolan deus va gwellañ ; met ar briñsed
A ve gant ar vuhez kaset ha digaset
’Vel gant ar gorventenn ur vagig war an dour.
Setu me o tiwall bremañ, ’vel ur gedour,
Pegoulz e savo kroz ’tre Bro-Saoz ha Bro-C’hall :
Ar c’hentañ luc’h kleze, ar c’hentañ taol bouc’hal
A verko din an eur da sevel ur strollad
’Vit adklask an hêrezh deut din a berzh va zad
Ha laeret gant va eontr trubard Yann Dizouar.

LEON
D’ho kalvadenn ne vo Breizhad ebet bouzar,
Aotroù Duk : ni zo prest hon c’hleze hag hon gwad.

ROSTRENN
Da heul an duk Arzhur pa savo hon broad,
Ar burzhudoù gwechall vo gwelet adarre :
Marc’hegerezh Arzhur war lein Menez Are,
Merzhin war e delenn o son gwerzioù brezel
Hag ar Saozon flastret gant paotred Breizh-Izel.

GEMENE
Hepdale, dilamet digant an divroidi
Mên, Touren hag Añjou, Breizh-Meur ha Normandi,
E lakfomp war dal koant an Trec’her adganet
Kurunenn aour Arzhur, roue ar Vretoned.

ARZHUR
Be’t holl trugarekaet, da c’hortoz an devezh
Ma c’hallin gant eurvad paeañ ho madelezh.

UR FLOC’HIG war doull an nor
Daou varc’heg, aotroù Duk, zo n’em gavet amañ
A berzh an aotroù kont Hugez a Lusignan.

ARZHUR
Digas ane’ diouzhtu.

Ar floc’hig kuit

                                   Gant peseurt kevridi
E teu deus a geit all daou zen da’m saludiñ ?

ROHAN hag e savont o fevar
Kenavo, aotroù Duk, ni zo echu hon zro.

ARZHUR
Chomit c’hoazh, me ho ped : rak, deus ma lavaro
An daou varc’heg a bell zo n’em gavet aze,
E vo prestik ezhomm ac’hanoc’h marteze.