Son ar chistr

Genre
Poésie
Langue
Breton
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Précisions
Kroaz ar Vretoned, 28/03/1909, tennet eus Bleunioù ar yaouankiz
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

    war don Matilin an Dall

Ma bennozh d’ar chistr melen,
Yec’hed ar Vretoned,
A lak ar galon laouen,
E-kreiz ar boan-spered.

    diskan :
    Evomp chistr, butunomp,
    Bezomp seder ha kanomp :
    Holl en-dro, holl en-dro,
    Bec’h d’an ebatoù...
                Gê !

Penaos e c’hallfemp kanañ,
Reiñ tro d’an ebatoù ?
Penaos e c’hallfemp bevañ,
Hep an dour avaloù ?

Ar chistr a ro tan d’ar gwad,
A lak dir war an tal,
Dirakañ netra na bad,
Eñ a ra deomp nijal !

Chistr e-pad labourioù hañv,
Eo nerzh an izili,
A-hed an nozvezhioù goañv,
Eñ eo mestr an dudi...

Mar zo en hon zraoniennoù,
Ken lies a vleuenn,
Mard eo koant hon merc’hedoù,
Bennozh d’ar chistr melen.

Mard eo kenkoulz Breizh-Izel,
Ha ken taer ar Breizhad,
Lavaromp a vouezh uhel :
Trugarez d’ar chistr mat !

Ya, trugarez d’ar chistr mat,
Chistr a-leizh ar skudell...
Bevet ha bevet dalc’hmat,
Paotred hon Breizh-Izel !

Ne vefomp biken trec’het,
Ma tilezomp a-grenn
Ar gwin-ardant milliget,
A ra deomp koll hon fenn.

Ar gwin-ardant zo kleñved,
Droug, mallozh, kasoni,
Ar chistr mat a zo yec’hed,
Yec’hed da bep hini...

Ar chistr eo ar gwellañ tra,
Enep falc’h an Ankoù ;
Neb a dalc’han d’hen evañ,
Birviken na varvo !