E koun Liz Bellec

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Sklêrijennoù
Kroaz ar Vretoned, 08/10/1912
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

    d’an aotroù Braz

« ...Hola arru eo Liz !... Brav eo kont adarre. »
A lavare gwechall teir vaouez a-zoare,
Pa welent Liz Bellec o kontañ d’an aotroù
Gant he mouezh o krenañ « Marvailhoù ar Marv ».

Evel kalz d’ar c’houlz-se Liz a oa ur baourez,
Met distank neb a oa evelti konterez ;
Spered lemm, kalon aour, plac’h anterin, kempenn,
Dienez nag ezhomm ne dorrent de’i he fenn.

Bep beure gant an heol pe gentoc’h e save,
Ha gant he foan pemd’iek hep klask hi a veve ;
Evnedigoù Doue a richan gant dudi ;
Hag ar paour e-unan a rankje hirvoudiñ !

Nann, nann, se ne vo ket ! Ha Liz kozh a gane,
Hag ar vro tro-war-dro ganti a dregerne :
Paour hepken neb a vev e-kreiz tristidigezh,
Yec’hed ha kalon sart a zo pinvidigezh.

Ha netra a gement a blije da Vreizhiz,
Kontadennoù tud kozh ha sonioù yaouankiz,
Marvailhoù amzer bell peotramant neventi,
Holl e vijent desket hag holl miret ganti.

Liz ar Bellec a oa Barzhez e gwirionez,
Ha gwelloc’h eviti barzh all ne delenne ;
Dre ma kerzhe he c’haoz, he selloù entanet
A seblante lenn don en amzer dremenet...

Ne oa ket un oaled e parrouz Pervenan,
Er Porzh-Gwenn na war-dro ; nann ne oa ket unan
Hag a vire ouzh Liz un dra bennak kuzhet ;
Hi a ouie kement a vije c’hoarvezet.

Hag he spered heñvel ouzh ul levr talvoudus,
E-lec’h ma oa klenket un teñzor burzhudus,
Liz kozh he doa enni, m’hen tou, hep goût dezhi,
Pinvidigezh he gouenn ab’oe meur a remzi.

Pebezh koll evit Breizh, lavarit aotroù Braz,
Ma vije tec’het Liz evel kalz all siwazh !
Hep dastum an eost kaer he devoa bet hadet,
Hep lezel war he lerc’h un anv ken brudet !

Nag a dud, da c’houde, o klevet komz ane’i ;
A vije bet poaniet, o dije gouelet de’i,
Hag o dije lâret rebechus ha c’hwerv :
« Koll un hêrezh kenkoulz a zo mezhus d’ur vro. »

A-drugarez Doue, kalon ne vo frailhet ;
Holl marvailhoù Liz kozh a zo bet kutuilhet
Ha, p’o lenner bremañ, an hini n’emañ ken
A seblant be’añ c’hoazh bev-mat en hon c’hichen.

Koulskoude, ma Doue, an Ankoù kriz, digar,
E falc’h yen war e skoazh ha gwintet war e garr,
O tremen ar Porzh-Gwenn, war-lerc’h un dro c’houloù,
A laeras un nozvezh mamm-gozh ar Marvailhoù.

Ken alies he doa drouk-komzet dioutañ,
Kement he doa brudet an troioù graet gantañ
Ma oa degou’et ar c’houlz d’he c’has da ziskuizhañ
Ha da gousket e peoc’h he hunioù diwezhañ.

Liz Bellec a oa marv e Breizhadez, didrouz,
Hag he c’horf, douaret e bered he farrouz
Hep maen-bez na anv, a vije bet kollet
Nemet c’hwi, aotroù Braz, n’ho peus hen goul’et.

Ar Braz, Liz ar Bellec, « Marvailhoù ar Marv »
A chomo unanet tra ma vo pobl er vro :
Liz kozh a dle d’ar Braz bezañ meulet gant tud,
Ar Braz a dle da Liz ul lodenn eus e vrud.

Pelec’h emañ hennezh, a lâre n’eus ket pell ?
Evit ur spered skuizh ne gave netra well
Eget chom ur pennad da gomz gant ar bevien.
« ...Ar bevien, emezañ, am lak dalc’hmat laouen. »

Ha Liz a oa laouen, peogwir e oa paourez ;
N’he devoa bet biskoazh kalz a zeskadurezh ;
Nag a skiant-prenañ en he fenn koulskoude !
Hi a roe kentel da zesketoc’h bemdez.

Ha... nag eo souezhus !... tud desket hep fazi
A lâr, en-dro d’ar bez o deus savet dezhi,
Penaos un dizesk-tre a dalv bepred welloc’h
Evit ur « brizh-desket », nann eus netra falloc’h.

Hag ho maen, aotroù Braz, a viro en hon Breizh
Eñvor ur vaouez vat, eñvor ur vaouez reizh ;
gwellat tra ho peus graet ; darempred anaon
A zo d’ar Breizhad nerzh da vont a-raok, hep aon !

Skouerius eo sevel skeudennoù dre ar vro,
Skoueriusoc’h eo lakaat haro war Re Varv ;
Rak, er vered, pet soñj e kaver kentelioù
Ha na vent ket roet gant mistri ar skolioù.

Ur bloaz zo eo marv Liz kozh, ar gonterez,
Arabat gouelañ ken ; ur c’haer a venerez,
E-pad an amzerioù, a lâro d’Arvoriz
Pelec ’h emañ bremañ he c’horf paour o tiskuizh.

Brud an dudoù lorc’hus a ya gant an avel,
Eñvor Liz ar Bellec a chomo divarvel ;
Ha, leun a drugarez, ar varzhed, o tremen,
A deuio war bez Liz da lâret ur bedenn.

    Sant-Brieg, 15 a eost 1912