VII diviz

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Brest, Moulerezh ru ar C’hastell, 1933
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

GUILCHER, ANTON, BERTEL, BALIBOUZIG

BERTEL
Alo ! Anton, laka da gorn-boud da seniñ kaer, hag an dud a zeuio. Anton a laka e gorn-boud da seniñ div pe deir gwech. Ur bagad tud diwar ar maez a zeu. Bertel a denn ur follenn baper eus e c’hodell, hag a lenn, uhel e vouezh.
Digorit frank ho tivskouarn hag e klevot. Emaomp o lakaat foar war gozh traoù ha traoù kozh a zo da Venead Guilcher. Hervez ur gourc’hemenn o tont a-berzh an aotroù barner eo e vezo graet ar werzh-se, hag an arc’hant dastumet a vezo lakaet da baeañ dleoù Benead Guilcher. Ha setu amañ, war-lerc’h, roll an traoù a vezo gwerzhet : da gentañ, un armel gaer, un armel brenn, nevez-flamm, koulz lavarout.

GUILCHER
An armel-se n’eo ket din-me. Da’m c’hoar eo ez eo ; hi he deus he frestet din.

BALIBOUZIG
Ne, ne, n’eo, ke, keket… gwir.

BERTEL drougig ennañ, goapaüs
Ne, ne, ne, ne, keket ; ro peoc’h din, Balibouzig ; gwelloc’h eo kalz dit tevel ; n’ouzout nemet gagilhat. Ro peoc’h, hein ? O lenn adarre. D’an eil, gwerzhet e vezo, goude-se, ur varrikenn dev, mat-kenañ da lakaat dour, gwin glaou, patatez, ar pezh a gerot.

GUILCHER
Toullek eo, ha faoutet, hag, ouzhpenn, he strad a zo aet kuit, abaoe pel, na n’ouzon ket da belec’h.

BALIBOUZIG
Ga, ga, gagaga, ga… gaou…

BERTEL droug ennañ, goapaüs
Ga, ga, ga, ga, ga ! Ur wech c’hoazh, Balibouzig, ro peoc’h ; tevel a ri, hein ?

BALIBOUZIG
Ya, a, a, a ; ya, a, a.

BERTEL
Goude gwerzh ar varrikenn, e vezo gwerzhet un daol-zebriñ eus ar re gaerañ.

GUILCHER o c’hoarzhin
Ha, ha, ha, ha ! ur pezh kaer, sur ; hanter vrein eo, ha n’he deus nemet tri zroad e-lec’h pevar. Ur pezh kaer, ya !

BALIBOUZIG
Neu, neu, n’eus… neu, neu, neu, n’eus…

BERTEL droug bras ennañ, hag o c’hourdrouz
Balibouzig ! peogwir n’out ket evit tevel, klev ! Lavar adarre ur gagilherezh bennak, unan hepken, hag ez in kuit hep peurober ar werzh. Klevout a rez, hein ?

BALIBOUZIG
Ya, a, a, a ; ya, a.

BERTEL
Bez ez eus, ivez, da werzhañ, ur pemoc’h bihan. Evitañ da vezañ treut, gwerzhet mat e vezo, evelato, fiziañs am eus. O sellout war-du ar maez. Sell ! sell ! setu o tont davedomp an aotroù Stefan, segretour kentañ an aotroù barner. Petra en divije da lavarout deomp ? Stefan a zeu.