IV diviz

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Brest, Moulerezh ru ar C’hastell, 1933
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

GUILCHER, LOMIG

GUILCHER
Ac’hanta, va moutig ; kan adarre, din, ur poz eus da ganaouenn. Te ’fell dit ?

LOMIG o kanañ
    Karout a rin da viken
    Va dousig Gwenola (bis)
    Selaouit va c’hanaouenn
    Tra la la la la, la !

GUILCHER
Brav, brav, paotrig. Nag a levenez ac’h eus, va Doue !

LOMIG
Evel-se eo ez on, me ; laouen e-pad an deiz, laouen e-pad an noz.

GUILCHER
Ha perak ’ta ?

LOMIG
Perak ? n’eo ket gwall ziaes hen displegañ ; me eo paotr an deñved e mereri vras Kerloc’h.

GUILCHER
Ha laouen ’out o vezañ paotr an deñved, ha netra ken ?

LOMIG
Ya sur ; karout a ran start an deñved m’am eus da eveshaat outo ; ya. Ouzhpenn, ur gwele kolo mat am eus er c’hrignol, ha va bara pemdeziek. Perak ’ta ne ven ket-me laouen, heiñ ?

GUILCHER
Deut ’out betek amañ. Perak ?

LOMIG
Evit ur gefridi am eus evidoc’h.

GUILCHER
Ha pehini ?

LOMIG
A-berzh Lanig ar miliner eo, e teuan. Roet hoc’h eus dezhañ ur sac’hadig gwinizh da valañ. Lanig a fell dezhañ komz ouzhoc’h, ha goulenn a ra, diganeoc’h, ez afec’h d’ar vilin.

GUILCHER
Mat, paotrig ; d’ar vilin ez in dizale. Bez atav laouen evel bremañ ; n’on ket, me, heñvel ouzhit, pell ac’hano. Atav e vezan beuzet, me, en ur mor a dristidigezh.

LOMIG
Perak ’ta, paourkaezh ; ur boan bennak hoc’h eus ?

GUILCHER
Poan ebet, met un dra zivalav ha n’heller ket hel lakaat da vont kuit.

LOMIG
Pehini ?

Guilcher a dro, hag a ziskouez e dortenn da Lomig. Lomig a sko start, teir pe beder gwech gant e zorn, war dortenn Guilcher hag a ziroll da c’hoarzhin.

GUILCHER nec’het
Me a ouie ervat, paotrig fall, me a ouie ; c’hoarzhin a rez, te ivez, goap a rez ac’hanon, te ivez, diaoulig !

LOMIG
N’eo ket evit ober goap ac’hanoc’h, eo, e c’hoarzhan, tamm ebet.

GUILCHER
Ha perak ’ta ? Lavar neuze.

LOMIG
C’hoarzhin a ran o welout ho nec’hamant, ho trubuilh dirak ur baredigezh na c’houlenn nemet nebeud a dra.

GUILCHER laouen ha souezhet
Petra, petra, va mignonig ? petra ’leverez ? E c’heller lakaat un dortenn da vont kuit ?

LOMIG
Ho tortenn a yelo kuit ken buan hag ur vran a denn-askell.

GUILCHER
Petra da ober, neuze ?

LOMIG
Her goulenn digant an hini en deus ar galloud da lemel an tortoù.

GUILCHER
Ha piv eo hennezh ?

UR VOUEZH KREÑV er-maez
Lomig ! Lomig !

LOMIG
Selaouit ! Selaouit ! va mestr eo ouzh va gervel da vont d’ar gêr.

GUILCHER
Mat ; met lavar din, da vihanañ, anv an tenner-tortoù.

LOMIG
N’hellan ket, n’hellan ket ; re hir e ve hen displegañ ; va mestr am galv ; bremaik e livirin deoc’h an traoù penn-da-benn. Lomig a ya kuit.