III diviz

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Brest, Moulerezh ru ar C’hastell, 1933
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

GUILCHER e-unan, d’an dud. Azezañ a ra.
Klevet hoc’h eus, heiñ ? Klevet hoc’h eus mat ar pezh am eus displeget da Valibouzig. Hel lavarout a ran, ivez, deoc’h. An ed, ar foenn, ar patatez, ar c’harotez, ar boetrabez, ar panez, an avaloù, an holl draoù, koulz lavarout, a zo bet teuzet gant ar glav. Petra da ober, neuze, hein ? Mervel gant an naon, sur. Nag a boan o deus an dud vat da c’hounit o sammig bara ! Ouzhpenn-se, Balibouzig, ar c’hozh kemener-se a dremen e amzer da’m heskinañ evit e ugent skoed an diaoul. Ma n’eo ket un druez ! Ouzhpenn-se c’hoazh, un dra all a zo ha kant gwech gwashoc’h eget ar baourentez. Petra eo ? n’ouzoc’h ket ? O sevel hag o treiñ e gein war-du an dud. Sellit ouzhin ‘ta ! N’eo ket diaes-bras her gwelout. Sellit ouzh an tortenn dev am eus, a-us da’m c’hein. P’emaon o tremen, ar vugaligoù a ra goap ac’hanon ; an dimezelled koant a c’hoarzh. Ma ven-me pinvidik, reiñ a rafen hanter kant mil, tri ugent mil, kant mil lur zoken d’an hini a ve gouest da bellaat diouzhin ar voull am eus etre va divskoazh ; met paour ‘on, va Doue, ha n’eus netra da ober, siwazh din. Klevout a reer Lomig o kanañ er maez. Guilcher a azez da selaou.

LOMIG er-maez, laouen e vouezh

war don Me eo Yannig a Benprad (pardon Yann Vras, savet gant P. Tr.)

    En hor Breizh karet, pa vez
    An neñvoù sklêr ha glas, (bis)
    ‘Hed an deiz, al levenez
    Em c’halon a vez bras.

        Diskan
    Kan a-bouez-penn, Lomig   )
    Kan evel un evnig              ) bis

    Evit bevañ, bihan tra
    A zo ret din, bemdez ; (bis)
    Soubenn, patatez, bara
    Hag ur skudellad laezh.

    Kan a-bouez-penn, Lomig    )
    Kan evel un evnig                ) bis

    E mereri vras Kerloc’h
    Am eus, me, pa gouskan, (bis)
    Ur gwele kolo tommoc’h
    Eget un tantad lan.

    Kan a-bouez-penn, Lomig       )
    Kan evel un evnig                  ) bis

Lomig a dav.

GUILCHER d’an dud
Pebezh mouezh ! va Doue, pebezh laouenidigezh ! Kanañ a ra, ar paotrig-se, ken mat ha ken brav hag un evnig diskennet eus an neñvoù. Ha n’eo ket souezh ; yaouank eo, ha laouen, a dra sur, ha pa vezer laouen, ar vouezh a zeu, hep poan, eus ar c’hourlañchenn, evel an dour fresk eus ar feunteun. Lomig, atav er-maez, a gan adarre.

LOMIG
    Karout a rin da viken
    Va dousig Gwenola (bis)
    Selaouit va c’hanaouenn
    Tra la la la la, la !

    Kan a-bouez-penn, Lomig   )
    Kan evel un evnig                  ) bis

GUILCHER o c’hervel
Deus amañ, va mignonig, deus amañ.

Lomig a zeu, e foued en-dro d’e c’houzoug.