I diviz

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Brest, Moulerezh ru ar C’hastell, 1933
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

GUILCHER d’an dud
Piv ac’hanoc’h, tud vat, a anavez Per Balibouzig, va amezeg kemener diouzh e vicher ? hini ac’hanoc’h, a gav din. Mat ; besteod eo ; gagilhat a ra evel ur yar. Divalav eo, gant e vlev ruz hag e lagad a-dreuz. Pizh-kagn eo, ha kriz e-keñver an dud reuzeudik. Dezhañ e tlean ugent skoued, ha n’on ket evit o faeañ, paour evel ma’z on, siwazh ! Bemdez e teu da’m doaniañ diwar-benn an arc’hant-se. Mard oc’h hep anaout Balibouzig, gortozit ur pennad hepken, hag hen anaout a reot, m’hen tou deoc’h, ha dizale, zoken. O sellet war-du ar maez. Sell ! petra a lavaren deoc’h ? Dont a ra. Sellit mat outañ hag e welot ul lakepod eus ar re gaerañ. Sellit ! setu eñ ! Balibouzig a zeu.