XXIV diviz

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Brest, Moulerezh ru ar C’hastell, 1933
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

GUILCHER e-unan
Va selaouit, mar plij, tud vat, va selaouit. Daoust hag ez eus bet, e Breizh, gwechall-gozh, kornandoned, korriganed, korriget, poulpikaned, teuzioù, ha me ’oar me ? An eil a lavar ya, egile a lavar nann, un all a lavar marteze. Mat, ar pezh a zo sur eo n’eus hini anezho, bremañ, e Breizh. Mont a c’hellit da bourmen da sklêrder al loar, e-tro an hanternoz, war ul lanneg bennak, n’eus forzh pegen bras bennak, pegen distro bennak e vezo, ha ne welot kornandon ebet, teuz ebet. Nann ! Koulskoude, tud zo, tud fur ha gouiziek, o lavarout hon eus, pep hini ac’hanomp, kornandoned hag a zo servijerien deomp. Hon dek biz eo, hag ar re-se, evit gwir, a zo gouest da c’hounit, evidomp, gant skoazell an Aotroù Doue, pezhioù arc’hant ha pezhioù aour.

Ar gouel a ziskenn.