XXIII diviz

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Brest, Moulerezh ru ar C’hastell, 1933
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

AR GORNANDONED, GUILCHER

GUILCHER
Mignonedigoù ker, a-barzh ma’z in kuit pell diouzhoc’h, un draig bennak am eus, c’hoazh, da c’houlenn digant ho madelezh. Dibabet em eus, evel a ouzoc’h, ar c’haerder kentoc’h eget ar binvidigezh.

AR GORNANDONED holl a-unan
Ni ’oar ervat, ni ’oar.

GUILCHER
Mat ; ezhomm-bras am eus, evelato, eus un tammig arc’hant, un tammig moneiz n’eus forzh pegen bihan bennak e vezo ar yalc’hadig.

DJIM
Pegement ? Lavar, lavar.

GUILCHER
Peadra da baeañ ugent skoed da Valibouzig, hiriv, hag ar bouloñjer bemdez.

DJIM
Bez dinec’h, mignon, bez dinec’h a-grenn. O c’hourc’hemenn da unan eus ar gornandoned. Kae diouzhtu da gerc’hat ur sac’hadig brav a-walc’h, a leun a voneiz mat. Ur c’hornandon a ya kuit da gerc’hat an arc’hant, hag a zeu en-dro, raktal, gant ar sac’hadig. Dal, Guilcher, ar sac’hadig-mañ a zo leun-kouch a bezhioù aour melen.

GUILCHER o kemerout ar sac’hadig
Pebezh taol chañs, pebezh levenez ! penaos e c’hellin, me, ho trugarekaat holl evel ma’z eo dleet ? N’ankounac’hain biken ho madelezh dispar ; va anaoudegezh vat a roan deoc’h da virviken.

DJIM
Mat eo, mat eo ; mar ac’h c’hoazh ezhomm ac’hanomp un deiz pe zeiz, n’ez pezo nemet hor gervel. Kenavo !

Ar gornandoned holl a ya kuit o redek.