XXI diviz

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Brest, Moulerezh ru ar C’hastell, 1933
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

AR GORNANDONED holl a-unan
    Dilun, dimeurzh, dimerc’her     )
    Diryaou ha digwener                   ) teir gwech
    Disadorn, disul ivez,                    )
    Hag echu ar sizhunvezh              )

Luc’hed ha kurun adarre.

BALIBOUZIG o krial er-maez
Tru, tru… tru… ez, tru, tru…

DJIM o c’hourc’hemenn, a vouezh kreñv, d’ar re a zo aet er-maez
Truez ebet, truez ebet. Sankit start etre divskoazh Balibouzig un dortenn dev a-zoare. Hennezh en deus goulennet an dra bet dilezet gant Guilcher, da lavarout eo un dortenn.

AR GORNANDONED er-maez, holl a-unan
Ya, ya mestr ; bezit dinec’h.

BALIBOUZIG er-maez
Tru… tru… tru… ez…

DJIM
Truez ebet, a lavaran deoc’h ; truez ebet evit ar c’hemener pizh kagn-se ; truez ebet.

AR GORNANDONED er-maez, holl a-unan
Ya, ya, mestr, ya. Ar gornandoned a zeu holl en-dro, ha, ganto, Balibouzig deut da vezañ tort.