XX diviz

Genre
Théâtre
Langue
Breton
Source
Brest, Moulerezh ru ar C’hastell, 1933
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

BALIBOUZIG, DJIM, AR GORNANDONED

DJIM kreñv e vouezh
Petra ’fell dit, paotr kozh, petra ’fell dit ?

BALIBOUZIG
A, aour, a, a, arc’hant, ar bi, ar bibibin…

DJIM
Tav, tav ! Klevet em eus, ar binvidigezh eo a fell dit, hein ?

BALIBOUZIG
Ya, a a a, ya a a.

DJIM
Divin un divinadell da gentañ. E pelec’h emañ kreiz ar bed ?

BALIBOUZIG
Kre, kre, kre, kre, krei… i… i.

DJIM drougig ennañ
Ya, ya, kreiz ar bed, kreiz ar bed. E pelec’h emañ-eñ ?

BALIBOUZIG nec’het naet
Ar be… ar bebed… ar, ar… Luc’hed ha kurun adarre.

DJIM drougig ennañ
Lavar, lavar ’ta.

BALIBOUZIG
Nou, nou, nou… nou… zon, n’ou…

DJIM
N’ouzout ket ! petra a rez amañ, neuze ?

BALIBOUZIG
Ka, ka, ka, ka, ka… vout ar bi, ar binvidi…

DJIM
Gwell eo dit tevel. Dibab ! dibab. Guilcher en deus dibabet ar c’haerder, ar vraventez. Dilezet en deus ar binvidigezh.

BALIBOUZIG
Ma, ma ma, mat ; me me a zi, a zi… bab ar pezh zo, zozo bet di, di, di, di, di, le, di… lezet gant Guil… Guil… cher.

AR GORNANDONED o krial a forzh, holl a-unan
Mat-tre, mat ; deus ganeomp, deus buan dindan an daol-vaen vras. Eizh pe nav anezho a vount Balibouzig hag her c’has er-maez diwar bouez e zilhad. Ar gornandoned all ha Djim a chom war an teatr, hag en em laka da zañsal a-gelc’h en ur zibunañ deizioù ar sizhunvezh.