XIX diviz

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Brest, Moulerezh ru ar C’hastell, 1933
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

BALIBOUZIG e-unan
Ar binvi… ar bibibi… bin… vi… Pe pe pe pe… pebezh ta… taol… chañs, va va va va va, Dou, Doue. Deu, deu, deu… it kor… kornan… dou… Oc’h ober, a vouezh kreñv, klemmvan ar gaouenn. Iou, iou, iou, iaou, aiou, hou, hou, hou…
Ar gornandoned holl a zered hag en em laka a-gelc’h en-dro da Valibouzig ; dañsal a reont ; al loar en em guzh ; an oabl a zeu da vezañ teñval ; luc’hed a ra. Klevout a reer ar gurun. Balibouzig, o krenañ gant ar spont : O la, la, o, la, ar gu, gu, gu, run ; A, aon, a aon… am eus…