XVIII diviz

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Brest, Moulerezh ru ar C’hastell, 1933
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

GUILCHER, BALIBOUZIG

GUILCHER
Petra a rez amañ, Balibouzig, e-kreiz an noz, evel-se ?

BALIBOUZIG
E… teu, teu, teu, e… teu… an, an eus…

GUILCHER
Klevout a ran, te a zeu en-dro eus foar vras Landerne. N’eo gwir ?

BALIBOUZIG
E, e, e, e, eo. Ha te ao, a oar, Guil… Guil… cher…

GUILCHER
Ya, ya, moarvat, da ugent skoed, hein ?

BALIBOUZIG
Ya, a, a, a, ya… a… a…

GUILCHER
Bez dinec’h, e vezo paeet, sur, met diwezhatoc’h.

BALIBOUZIG souezhet-marv, o sellout ouzh kein sonn Guilcher
Pe, pe, petra ? da, da, da, da dortenn, da dortenn.

GUILCHER laouen
Ya, ya, va zortenn a zo aet kuit buanoc’h eget ul labousig o tilezel e neizh.

BALIBOUZIG souezhet atav
Ha pe, pe, pe, pe, pen… a…

GUILCHER
Penaos ? dre galloud ar gornandoned. Roet o deus din frankiz da zibab pe ar binvidigezh pe ar c’haerder. Dibabet em eus ar c’haerder, ar vraventez.

BALIBOUZIG
Ge… ge… ge… naou… ge…

GUILCHER
Ya, genaoueg ! Klevout a ran.

BALIBOUZIG
An… an… and…

GUILCHER
Ya, anduilhenn ! Klevout a ran.

BALIBOUZIG
Re, re, ret e oa, ret… e oa…

GUILCHER
Ya, ret e oa dibab ar binvidigezh, war da veno, hein ?

BALIBOUZIG
Ya, a, a, a, a, Guil… y… Guil… cher. Hag ar re, ar re, se, a, a, a ro, a ro… fe di… din, mar te, teze ar bin… ar bibin… ar binvi…

GUILCHER
Hep mar ebet ; ar re-se a rofe dit ar binvidigezh mar he goulennfes diganto ; netra suroc’h. Al loar a zo sklêr-kenañ. Ar gornandoned a ya hag a zeu a bep tu, en noz-mañ, war al lanneg. N’ec’h eus nemet o gervel ; dont a raint. Evit o lakaat da zont, n’eus ken tra da ober nemet en em glemm e c’hiz ar gaouenn. Hou, hou, hou ! Hou, hou, hou… Lavar un tammig, da welout.

BALIBOUZIG
Kou… kou… koukou… ou…

GUILCHER goapaüs
N’eo ket koukou, koukou eo, met hou, hou, hou !

BALIBOUZIG o c’hagilhat
Aou, iou, iou, aiou, ahou…

GUILCHER
N’eo ket, nann ; n’eus forzh ; kenavo ha gra labour mat, Balibouzig.

BALIBOUZIG
Ya, a, a, a… Guilcher a ya kuit.