XVII diviz

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Brest, Moulerezh ru ar C’hastell, 1933
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

GUILCHER e-unan
Pebezh burzhud ! va Doue, burzhud ar burzhudoù ! O treiñ hag oc’h en em bompadiñ. Sellit ouzhin ’ta, Bretoned vat, sellit ouzhin. Da belec’h eo aet kuit va zortenn ? Da belec’h ? Sellit ouzh va c’hein nevez. Hein ? Petra ’c’hellfe bezañ souezhusoc’h ? Hein ? Netra, netra. Guilcher an den tort, Guilcher, ho kenvroad paour ha divalav, a zo bremañ ken sonn ha bazh vanniel ar barrez. Bez laouen, Guilcher, bez laouen Guilcherig ; ar merc’hed koant, diwar-vremañ, ne zirollo ket da c’hoarzhin pa dremeni en o c’hichen. O sellout a-gleiz hag a-zehoù. Petra, petra ? Un den a welan o tont amañ. Piv eo ? Piv ? va Doue, Balibouzig eo !