XVI diviz

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Brest, Moulerezh ru ar C’hastell, 1933
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

DJIM, AR GORNANDONED, GUILCHER

GUILCHER
Nag a anaoudegezh vat a dlean deoc’h, mignonedigoù ! ho trugarekaat a ran a greiz va c’halon.

DJIM
Laouen ’out, Guilcher, gwell a se, met emaomp o vont kuit holl, bremañ, abalamour d’ul labour bras hon eus da beurober a-raok ar sav-heol. Kenavo, Guilcher, chañs vat dit ha yec’hed mat dit.

GUILCHER
Mil drugarez adarre deoc’h, ha kenavo.

DJIM
Sell ! ur c’huzul mat am eus da reiñ dit a-raok mont kuit. Mar ec’h eus ezhomm ac’hanomp ur wech pe wech, netra aesoc’h eget hor gervel. N’ez pezo ken tra da ober nemet klemmvan ar gaouenn, teir pe beder gwech evel-henn : Hou, hou, hou ! hou, hou, hou ! Ni a zeuio holl, raktal, da’z kavout.

GUILCHER
Mat ; n’ankounac’hain ket. Ar gornandoned holl a ya kuit.