XIV diviz

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Brest, Moulerezh ru ar C’hastell, 1933
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Ul lanneg vras, Mottenn-Dervenn he anv, da sklêrder al loar. Guilcher, e-unan, a ya hag a zeu, o sellout, tu-mañ, tu-hont, gant disfiziañs. Goude ur pennadig amzer, e komz d’an dud :
Mat ; setu me e-kreiz al lanneg vras-mañ. Petra a c’hoarvezo ? Penaos a yelo an traoù en-dro ? Peseurt tud eo ar gornandoned ? Diaoulouigoù n’int ken, ’meus aon. Met evit bremañ, da vihanañ, trouz ebet, yudadeg ebet, kornandon ebet. Daoust hag en divije Yann al Laou lavaret gevier din ? Ni a welo. O treiñ e skouarn war-du an avel hag o selaou pizh. Sell ! Sell ! Blejadeg ha bouderezh a glever, met pell, pell. Klevit ! Klevit ! Ar vlejadeg hag ar bouderezh a ya war vrasaat ha war dostaat. Ne fazian ket, sur, setu o tont davedon va labousedigoù.
Kornandoned e-leizh a zeu a bep tu, hag en em laka holl an-dro da C’huilcher. Dañsal a reont gant ur buander bras en ul lavarout, holl a-unan :

AR GORNANDONED holl a-unan, a-bouez-penn
    Dilun, dimeurzh, dimerc’her       )
    Diryaou ha dirgwener                ) teir gwech (1)
    Disadorn, disul ivez                  )

Goude bezañ dañset evel-se e-pad ur pennadig, penn ar gornandoned a gomz.

DJIM penn ar re all
Lavar, Guilcher, perak ’ta ’out deut amañ, hein ? N’anavezez ket mat, marteze, galloud ar gornandoned. Risklus, eo, a-wechoù, dont d’o c’havout. Perak ’out deut ? Lavar.

GUILCHER
Va mignonedigoù, un dra a bouez bras am eus da c’houlenn diganeoc’h. Ezhomm bras am eus da vezañ skoazhiet gant ho kalloud dispar.

DJIM
Ni a roio marteze da c’houlenn dit ; met da gentañ, ret eo dit ober un tamm labour diaes a-walc’h.

GUILCHER
Peseurt labour ?

DJIM
Ret eo dit respont gant gouiziegezh diwar-ben un divinadell.

GUILCHER
Prest ’on. Kinnigit din ho kudenn da zirouestlañ.

DJIM
Judikael a voe roue Breizh, gwechall-gozh. N’eo gwir ?

GUILCHER
Gwir bater.

DJIM
Mat ; pegement a dalve ar roue-se ?

GUILCHER
Netra aesoc’h eget hel lavarout ; e dalvoudegezh oa bras eus ar re vrasañ.

DJIM drougig ennañ
Pegement ? Pegement ? Pegement ?

GUILCHER
Ar roue Judikael a dalve nav fezh arc’hant warn ugent, na muioc’h, na nebeutoc’h.

DJIM
Perak ’ta, perak ? Displeg, displeg !

GUILCHER
An Aotroù Jezuz Krist a zo bet gwerzhet evit tregont pezh arc’hant. Piv bennak a dalv ur pezh arc’hant hepken a nebeutoc’h eget ar Salver Jezuz, hennezh a zo bras c’hoazh e dalvoudegezh ; her c’hrediñ a ran.

AR GORNANDONED holl a-unan a-bouez-penn
Brav, brav ! Guilcher, brav den gouiziek, brav paotr fin ! An holl a zañs adarre en-dro da C’huilcher.

    Dilun, dimeurzh, dimerc’her    )
    Diryaou ha dirgwener                ) teir gwech
    Disadorn, disul ivez                    )

GUILCHER goude an dañs
Aotrouienigoù karet, ho kanaouenn a zo brav-kenañ, met war va meno, heñvel-poch eo ouzh ki ar c’higer. Ar c’hozh ki-se n’en deus nemet tri zroad e-lec’h pevar. Kamm eo neuze, hag ho kanaouenn ivez, peogwir n’he deus, ivez, hi, nemet tri zroad. Klevit mat :

    Dilun, dimeurzh, dimerc’her    )
    Diryaou ha dirgwener                ) teir gwech
    Disadorn, disul ivez                    )

AN HOLL a-unan
Ha neuze ? neuze ? Lavar ar pevare troad.

GUILCHER
    Dilun, dimeurzh, dimerc’her
    Diryaou ha dirgwener
    Disadorn, disul ivez
    Uheloc’h e vouezh. Hag echu ar sizhunvezh !!

AN HOLL a-unan, foll gant al levenez
Ha echu ar sizhunvezh (teir gwech). Gloar da C’huilcher, enor da C’huilcher.

DJIM
Gopreet e vezi, Guilcher, gopreet mat e vezi. Gra ur goulenn, gra ur goulenn.

AN HOLL a-unan, a-bouez-penn
Gra ur goulenn, gra ur goulenn.

DJIM
Dibab ! dibab ! petra ’fell dit, petra ’fell dit ? An enorioù, ar binvidigezh, ar c’haerder ? Petra ’fell dit ? Lavar hep aon ebet. Goulenn ar pezh a giri.

GUILCHER
Kinnig a rit din, mignonedigoù, meur a dra da zibab. Mat ; ar pezh a blij din, dreist an holl draoù, eo ar c’haerder, ar vraventez. Mard oc’h gouest da ziframmañ an dortenn am eus etre va divskoazh, va flijadur a vezo dispar ; eürusoc’h e vezin eget an dud eürusañ war an douar-mañ.

DJIM
Diouzhtu, diouzhtu ; kae dindan an daol-vaen vras. Ne vo ket hir al labour ; d’ar gornandoned : It gantañ, eizh pe nav ac’hanoc’h, dindan an daol-vaen. Eizh pe nav anezho a vount Guilcher hag her c’has er-maez, diwar bouez e zilhad.

(1) Ces vers ne doivent pas être chantés, mais débités en cadence, et de même chaque fois qu’ils reviendront par la suite.