XIII diviz

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Brest, Moulerezh ru ar C’hastell, 1933
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

JOB, GUILCHER, YANN AL LAOU

YANN
Lavaret eo bet din, Guilcher, ec’h eus c’hoant da c’houlenn diganin ur c’huzul bennak.

GUILCHER
Netra gwiroc’h, Yann ; ezhomm am eus hag ezhomm bras eus da c’houiziegezh ; tud zo hag a lavar ’out gouest da ziframmañ, evit mat, an dortenn a zo war va c’hoûg. Ha gwir e ve an dra-se ?

YANN
Tamm ebet. Ar re o deus lavaret an dra-se dit o deus lavaret gaou ha netra ken.

JOB o c’hoarzhin
Klevout a rez, Guilcher ? Petra ’m boa lavaret dit ?

GUILCHER
Ne fazian ket, Yann. Pareet ec’h eus, daou viz zo, pe war-dro, e mereri Kerlaz, Mari Poder ha Paol Segalen. An daou-se a oa ganto tortoù tevoc’h eget ar sitrouilhez, hag an tortoù zo aet kuit raktal dre ar galloud dispar a zeu diganez. N’eo gwir ?

YANN
An tortoù a zo aet kuit, gwir eo, met n’eo ket abalamour da’m galloud, e nep giz.

GUILCHER
Dre be c’halloud neuze ’ta ?

YANN
Ar gornandoned eo o deus tennet an tortoù diouzh divskoazh an daou vugel paour-se.

JOB
Pebezh sorc’hennoù ! n’eus seurt ebet nag a gorriged, nag a gorriganed, nag a gornandoned. Mat ; tremenet em eus, me, meur a wech, e-kreiz an noz, a-dreuz d’al lanneier, ha morse n’em eus gwelet hini anezho.

YANN
Ha petra a ra se ? Ne zeu ket ar gornandoned pep noz er-maez eus o zoulloù. Ne zeuont ket kennebeut war kement lanneg a zo, pell ac’hano. Anaout a rez, Job, al lanneg vras a vez graet anezhi Mottenn-Dervenn, un hanter lev ac’hann, en tu all d’ar vourc’h ?

JOB
Ya.

YANN
Ha treuzet ec’h eus al lanneg-se e-pad an noz ?

JOB
Gwech ebet.

GUILCHER
Na me kennebeut.

YANN
Mat ; klevit, neuze. Al lanneg-se, evit bremañ da vihanañ, a zo leun-kouch a gornandoned pep noz. Dec’h d’an noz, tremenet em eus gant al lanneg-se war-dro hanternoz ; kavet em eus ar gornandoned niverusoc’h eget ar c’helien e-pad ar miz eost. Bez ez oa ouzhpenn ugent mil anezho. Dañset o deus en-dro din hep ober din droug ebet, tro gamm ebet. Ar re-se, hep an disterañ poan, a lakaio tortenn Guilcher da deuziñ evel ul lur amann en tan ; ya.

GUILCHER
Petra ober, neuze, va Yannig vat, va Yannig chentil ? Petra ober, lavar ’ta.

YANN
Petra ober ? Nebeut a dra. Da gentañ, ret eo bezañ kalonek. Ar re o deus aon n’int ket evit kaout mad ebet, skoazell ebet digant ar gornandoned. Ha te a ve aonik, Guilcher ?

GUILCHER
N’em bezo aon rak netra.

YANN
Mat.

JOB
A-hent-all, me a yelo ivez gant Guilcher.

YANN
Arabat eo. An hini a c’houlenn un dra bennak dianto a rank mont eñ e-unan, nep den gantañ.

GUILCHER
N’eo ket diaes ; ha neuze, pa vin war al lanneg, petra a rin ?

YANN
Goulenn a ri ar pezh a blijo dit. Ar re-se a zo galloudus-bras ; pinvidik-mor ’int.

GUILCHER
Mard int ken pinvidik-se, perak ’ta ne c’houlennez ket diganto ur gwenneg bennak evidout ?

YANN
Bez dinec’h, Guilcher, hen ober a ran ivez, pep en amzer, p’am eus ezhomm un nebeud arc’hant. Ar re-se ’ta, a c’hell reiñ dit, diouzh da zibab, ar binvidigezh, ar c’houiziegezh, ar c’haerder, ha me ’oar-me ?

JOB
Ya, met daout hag an dra goulennet gant Guilcher a vezo roet dezhañ, evel-se, raktal ?

YANN
Tamm ebet. Da gentañ, e vezo roet da C’huilcher un divinadell da ziluziañ.

JOB
Ha neuze ?

YANN
Ma vezo mat respont Guilcher, ar gornandoned en em lakaio da zañsal en ur zibunañ deizioù ar sizhun penn-da-benn.

GUILCHER
Sell ’ta !

YANN
Hag o tañsal evel-se, treiñ a reont buanoc’h eget an delioù sec’h e-pad ar miz du, hag e lekeont an den paour a zo en o zouez da zañsal ganto betek koll alan.

JOB
Ha goude, petra ’c’hoarvezo ?

YANN
Mar en devezo Guilcher divinet mat an divinadell, ar gornandoned a lavaro dezhañ, o krial holl a-unan : « dibab, Guilcher, dibab ! petra a fell dit, ar binvidigezh, an enorioù, ar c’haerder ? » Mar en deus c’hoant da gaout ar c’haerder, tennañ a raint e dortenn diouzh e gein en un taol lagad, hag evit mat.

GUILCHER
Ur burzhud dispar eo, mard eo gwir ar pezh a leverez, Yannig.

YANN
Ya, met diwall, Guilcher ; mar chomi hep ober ur respont mat d’an divinadell, bez e vezi war var da c’houzañv troioù kamm a bep seurt diganto. Diwall !

GUILCHER
War evezh e vezin, Yann, bez dinec’h.

YANN
Kae d’al lanneg vras neuze ; an amzer a zo brav ; al loar a vezo sklêr-kenañ. Ar gornandoned, an holl her goar, a blij kalz dezho sklêrder al loar. Kenavo, Guilcher, ha chañs vat dit.

GUILCHER
Kenavo, Yannig, ha trugarez dit a wir galon.