VIII diviz

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Brest, Moulerezh ru ar C’hastell, 1933
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

AN HEVELEP RE, STEFAN

STEFAN, o tiskouez un tamm paper
Setu ur gourc’hemenn a-berzh ar barner, aotroù Bertel.

BERTEL
Peseurt gourc’hemenn, aotroù Stefan ?

STEFAN
Ar barner a c’hourc’hemenn chom hep gwerzhañ traoù Guilcher. Un enklask a zo bet graet gant ar barner. Diouzh an enklask-se, anat eo bet eo Guilcher paour-gleiz, paour eus ar re baourañ, met onest ha fur-kenañ, en despet d’e baourentez. Ma ve gwerzhet e draoù paour, Guilcher a vefe ret dezhañ mont gant e c’hwreg da vevañ diwar an aluzenn.

An aotroù barner, neuze, a ro da C’huilcher ur miz a-bezh da glask un tu pe du da baeañ e dleuoù. Rak se ehanit ar werzh-mañ.

BERTEL gant doujañs
Echu eo neuze an abadenn, aotroù Stefan. N’hon eus ken tra da ober, bremañ, nemet mont kuit. Anton, Bertel ha Stefan a ya kuit.